Levr Yehezkel 16:45
Merc’h da vamm oud, péhini é deûz dilézet hé ozac’h hag hé bugalé; ha c’hoar da c’hoarézed oud, péré hô deûz dilézet hô ézec’h hag hô bugalé. Sétéadez eo hô mamm, Amorréad eo hô tâd.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
44Chétu pép-hini a lavarô diwar da benn al lavar-kuzet-man̄: Ével ma é oa ar vamm, éma ar verc’h.
Cross References
Deuteronomy 5:9Ha ma vévot pell-amzer enn douar é péhini é tiver al léaz hag ar mél, hag en deûz lavaret ann Aotrou gan̄t lé hé rôjé d’hô tadou ha d’hô gwenn.
Isaiah 1:4Gwâ ar vrôad péc’her, ar bobl karget a fallagriez, ar wenn zrouk, ar vugalé fall: dilézet ho deûz ann Aotrou, drouk-komzet hô deûz gan̄t san̄t Israel, distrôet in̄t war hô c’hîz.
Ezekiel 16:8Tréméned ounn ébiou d’id, hag em eûz sellet ouz-id; ha chétu da amzer a oa ével amzer ann hini a dlié béza karet; ha mé em eûz astennet va man̄tel war-n-od, hag em eûz gôlôet da vézégez. Ha mé em eûz touet d’id; hag eur gévrédigez em eûz gréat gan-ez, émé ann Aotrou Doué; ha té a zô deûet d’in.
Ezekiel 16:20Kéméret éc’h eûz ivé da vipien, ha da verc’hed, ez pôa ganet évid-oun; hag éc’h eûz ho c’henniget évit béza dispennet. Ha bihan eo da c’hadélez?
Ezekiel 23:37Râg gragez avoultr in̄t, hag hô daouarn a zô leûn a c’hoad; hag hî a zô en em rôet d’ar c’hadélez gan̄d hô idolou; hag ouc’h-penn, ar vugalé hô dôa ganet évid-ounn, hô deûz kenniget d’ézhô évid hô loun̄ka.
Romans 1:30Labennerien, kaserien Doué, kunuc’hennerien, balc’h, rok, klaskerien drouk, dizen̄t é-kén̄ver hô zûd,