Levr Yehezkel 16:44
Chétu pép-hini a lavarô diwar da benn al lavar-kuzet-man̄: Ével ma é oa ar vamm, éma ar verc’h.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Ezra 9:1Hôgen pa oé tréménet kémen̄t-sé, ar brin̄sed a zeûaz d’am c’havout, ô lavarout: Pobl Israel, ar véleien hag al Lévited n’in̄t két en em rannet diouc’h poblou ar vrô-man̄, ha diouc’h hô fallagriézou; da lavaroud eo, diouc’h ar C’hananéed, hag ann Hétéed, hag ar Férézéed, hag ar Jébuséed, hag ann Ammonited, hag ar Voabited, hag ann Éjiptianed, hag ann Amorréed:
Ezekiel 12:22Mâb dén, pétrâ eo al lavar-kuzet-zé a zô gan-é-hoc’h é douar Israel, ô lavarout: Ann deisiou a vézô gourzézet, ha pép gwélédigez a iélô-da-gét?
Ezekiel 16:45Merc’h da vamm oud, péhini é deûz dilézet hé ozac’h hag hé bugalé; ha c’hoar da c’hoarézed oud, péré hô deûz dilézet hô ézec’h hag hô bugalé. Sétéadez eo hô mamm, Amorréad eo hô tâd.