Levr Yehezkel 16:60
Ha goudé-zé é teûi da goun d’in eûz ar gévrédigez em bôa gréat gan-éz é deisiou da iaouan̄ktiz; hag é rinn gan-éz eur gévrédigez peûr-baduz.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 26:42Sonch em bézô eûz va gévrédigez gan̄t Jakob, gan̄d Isaak, ha gan̄d Abraham; sonch em bézô ivé eûz ann douar,
2 Samuel 23:5Ne két ker brâz va zî dirâk Doué, ma rajé gan-én̄ eur gévrédigez peûrbaduz, eur gévrédigez stard ha digéflusk. Râk va holl zieûb ha va holl ioul eo: ha n’eûz nétrâ anézhô ha n’eo bét sévénet.
Psalms 105:8Koun en deûz bét da-vikenn eûz hé gévrédigez; hag eûz ar gér en deûz rôet da vil rumm;
Isaiah 14:1Tôst eo ann amzer-zé, hag hé deisiou n’in̄t két pell. Râg ann Aotrou a rai trugarez é-kén̄ver Jakob, hag a rai c’hoaz eunn dilenn é Israel, hag hô lakai da éhana enn hô douar hô-unan. Ann diavésiad en em unanô gan̄t-hô, hag hî en em frammô out tî Jakob.
Isaiah 61:8Hag hén̄ en deûz lavaret: Koulskoudé va fobl eo; bugalé dinac’h in̄t; hag hén̄ a zô deûet da Zalver d’ézhô.
Jeremiah 31:31Râg ar géar-zé é deûz lékéat da zével va frouden ha va buanégez, abaoé ann deiz é péhini hô deûz hé savet, bétég ann deiz-zé é péhini é tispenninn anézhi a zira-z-oun,