Levr Yehezkel 17:16
Ével ma ounn béô, émé ann Aotrou Doué, é vézô kaset hé-unan̄ da vrô ann hini en dôa hé lékéat da roué, gan̄t péhini en dôa gréat kévrédigez; hag en deûz hé zorret; hag hén̄ a varvô é-kreiz Babilon.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Numbers 30:2Hag é lavaraz da brin̄sed breûriézou bugalé Israel: Chétu pétrâ en deûz gourchémennet ann Aotrou: 3 Ma en deûz eur goaz gréat eur gwéstl d’ann Aotrou, pé mar d-eo en em éréet dré lé, na dorrô két hé c’hér; hôgen sévéni a rai kémen̄d eo en em wéstlet da ôber.
2 Samuel 21:2Hôgen ar roué ô véza galvet ar C’habaonited, a lavaraz d’ézhô: (Râg ar C’habaonited na oan̄t két bugalé Israel, hôgen eul loden divéza eûz ann Amorréed. Bugalé Israel hô dôa gréat eul lé d’ézhô, ha koulskoudé Saül a fellaz d’ézhan̄ hô heskina, ével enn abek da vugalé Israel ha Juda.)
Psalms 15:4Ann den drouk né d-eo nétra é-bed dira-z-han̄ (M); hôgen stâd a ra eûz ann hini a zouj ann Aotrou: péhini pa en deûz touet eunn dra d’hé nésa, na douell két anézhan̄;
Jeremiah 34:3Evit pa glevché tî Juda ann holl zrougou a vennenn da zigas war-n-ézhô, é tistrôjé pép-hini anézhô eûz hé wall hen̄chou; hag é tistolchenn d’ézhô hô fallagriez hag hô féc’hed.