The Bible Software
Levr Yehezkel · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Yehezkel 17

1Ha gér ann Aotrou a zeûaz d’in, ô lavarout:

2Mâb dén, kennig eur lavar-gôlôet, ha danével eûl lavar-kuzet diwar-benn tî Israel.

3Hag é liviri: Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Eur pikol er, péhini en dôa diou-askel brâz, hag eur c’horf hîr, gôlôet a blû a bép liou, a zeûaz war al Liban, hag a géméraz boéden eur wézen-sedr.

4Diskolpa a réaz penn ar skourrou, hag é tizougaz anézhan̄ é brô Kanaan, hag é lékéaz anézhan̄ enn eur géar a varc’hadourien.

5Hag hén̄ a géméraz eûz a hâd ar vrô, hag a lékéaz anézhan̄ enn douar da wenn, évit ma startajé hé c’hrisiou war ann doureier brâz: hag é plan̄taz anézhan̄ war c’horré ann douar.

6Ha pa oé diwanet, é kreskaz enn eur winien lédan, hôgen izel enn hé zaol; hag hé skourrou a zellé oud ann er; hag hé grisiou a oa dindan-han̄. Don̄d a réaz éta da winien, hag é tougaz koat ha frouez, hag é tigasaz kreskou névez.

7Hag é oé gwélet eunn er all, hag hén̄ brâz, gan̄t diou-askel brâz, ha gôlôet a blû; ha chétu ar winien-zé é dôé ann doaré da gâs hé grisiou étrézeg enn-han̄, ha da astenna hé skourrou étrézég enn-han̄, évid hé zoura gan̄d ann dour a zeûé dré an̄chou hé flan̄ten.

8Enn eunn douar mâd war galz a zouréier eo plan̄tet; évit ma taolô koat, ma tougô frouez, ha ma teûi da véza eur winien vrâz.

9Lavar: Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Hag hî éta a zeûi da vâd? Ha na ziframmô két hé grisiou-hî, ha na ziskarô két hé frouez-hî, ha na lakai két hé holl daoliou-hî da zizéc’ha, ha da wévi, ha gan̄d eur vréac’h gré, ha gan̄d eur bobl paot eo é tiframmô hé grisiou-hî?

10Chétu hî a zô plan̄tet; hag hî éta a zeûi da vâd? Pa vézô bét skôet gan̄d eunn avél loskuz, ha na zizéc’hô két? Ha na wévô két é-kreiz doureier hé an̄chou?

11Ha gér ann Aotrou a zeûaz d’in, ô lavarout:

12Lavar d’ann ti héguz: Ha na ouzoc’h-hu két pétrâ eo kémen̄t sé? Lavar neûzé: Chétu roué Babilon a zeû da Jéruzalem; hag hén̄ a gémérô ar roué hag hé brin̄sed, hag hô c’hasô gan̄t-han̄ da Vabilon.

13Hag hén̄ a gémérô unan eûz a wenn ar roué, hag a rai kévrédigez gan̄t-han̄; hag hel lakai da ôber lé; hag é kémérô ar ré gré eûz ar vrô.

14Évit ma vézô vuel ar rouan̄télez-zé, ha n’en em c’horréô két; hôgen ma choumô enn hé gévrédigez, ha ma hé mirô.

15Hé-man̄ ô sével a-énep d’ézhan̄ a gasaz kannaded da roué ann Éjipt, évit ma rôjé d’ézhan̄ kézek, ha kalz a dûd. Hag hén̄ a zeûi da vâd? Néb en deûz gréat enn doaré-zé, hag hén̄ a vézô dieûbet? Néb en deûz torret ar gévrédigez, hag hén̄ a hellô tec’hout?

16Ével ma ounn béô, émé ann Aotrou Doué, é vézô kaset hé-unan̄ da vrô ann hini en dôa hé lékéat da roué, gan̄t péhini en dôa gréat kévrédigez; hag en deûz hé zorret; hag hén̄ a varvô é-kreiz Babilon.

17Ha Faraon na zeûi két gan̄d eunn armé vrâz; hag eur bobl paot évit brézélékaat enn hé énep; oc’h ôber kréou, hag ô sével késtel, é lazô kalz a dûd.

18Râk disprizet en deûz hé lé, ha torret hé gévrédigez, ha chétu en deûz rôet hé zourn; ha pétrâ-bennâg ma en déûz gréat kémen̄t-sé, na dec’hô két.

19Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Ével ma ounn béô, al lé en deûz disprizet, hag ar gévrédigez en deûz torret, a likiinn war hé benn.

20Astenna a rinn va c’hidel war-n-ézhan̄; hag é vézô paket em rouéjou; hag é tigasinn anézhan̄ da Vabilon, hag énô é varninn anézhan̄, enn abek d’ann drougiez gan̄t péhini en deûz va disprizet.

21Hé holl dec’herien gan̄d hé holl armé a gouézô dindân ar c’hlézé; hag ann dilerc’h anézhô a vézô skiñet e péb avel; ha c’houi a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou em eûz komzet.

22Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Mé a gémérô boéden eûz a eur wézen-sedr uc’hel, hag hé likiinn; terri a rinn eûz a vék hé skourrou eunn embouden, hag é plan̄tinn anézhi war eur ménez uc’hel ha dreist ar ré all.

23War vénez uc’hel Israel é plan̄tinn anézhi, hag hi a daolô eur c’hresk, hag a rôi frouez, hag a zeûi da eur wézen-sedr brâz: hag al laboused holl a choumô dindan-hi, hag ann evned holl a rai hô neiz dindan skeûd hé skourrou.

24Hag holl wéz ar vrô-zé a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou péhini em eûz vuéléet ar wézen uc’hel, hag em eûz gorréet ar wézen izel; em eûz dizéc’het ar wézen c’hlâz, ha lékéat da zeliaoui ar wézen zéac’h. Mé eo ann Aotrou, em eûz hé lavaret, hag hé c’hréat. ———— XVIII. PENNAD Pép hini en dévézô hérvez hé ôbériou.

← Levr Yehezkel 16Read In The App, Free →Levr Yehezkel 18 →

Study Levr Yehezkel 17

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142434445464748