Levr Yehezkel 18:2
Pérâg hoc’h eûs-hu trôet ar barabolen-man̄ é brô Israel, ha lékéat da lavar-paot, ô lavarout: Ann tadou hô deûz débret rézin c’hlâz, ha dent ar vugalé a zô bét kloc’het?
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
1Ha gér ann Aotrou a zeûaz d’in, ô lavarout:
3Ével ma ounn béo, émé ann Aotrou Doué, ar barabolen-zé na vézô mui ével eur lavar-paot enn Israel.
Cross References
Isaiah 3:15Pérâg é mac’hit-hu va fobl, hag é vlon̄sit-hu penn ar béorien, émé ann Aotrou, Doué ann arméou.
Jeremiah 31:29Hag ar C’haldéed a zeûi, hag a stourmô oud ar géar-man̄; hag hî a lakai ann tân enn-hi, hag hé loskô, kerkoulz hag ann tiez war lein péré é réad sakrifisou da Vaal, ha boéd-kennigou da zouéed a-ziavéaz évit va héga.
Ezekiel 6:2Mab dén, trô da zaoulagad étrézé ménésiou Israel, ha diougan diwar hô fenn,
Ezekiel 17:12Lavar d’ann ti héguz: Ha na ouzoc’h-hu két pétrâ eo kémen̄t sé? Lavar neûzé: Chétu roué Babilon a zeû da Jéruzalem; hag hén̄ a gémérô ar roué hag hé brin̄sed, hag hô c’hasô gan̄t-han̄ da Vabilon.
Ezekiel 36:1Hôgen té, mâb dén, diougan diwar-benn ménésiou Israel, ha lavar: Ménésiou Israel, sélaouit gér an Aotrou:
Ezekiel 37:19É liviri d’ézhô: Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Chétu mé a gémérô koat Jozef, a zô é dourn Éfraim, ha breûriézou Israel a zô unanet gan̄t-han̄; ha mé hô lakai kévret gan̄t koat Juda, hag a rai anézhô eur c’hoat hép-kén; hag hî a vézô em dourn ével eur c’hoat hép-kén.