Levr Yehezkel 19:7
Deski a reaz da ôber in̄tan̄vézed, ha da lakaad didûd ar c’hériou; hag ann douar, ha kémen̄d a oa enn-han̄ a oé an̄kéniet gan̄t trouz hé iudérez.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
6Hé-man̄ a gerze é touez al léoned, hag a zeûaz da léon; deski a réaz da baka preiz ha da zibri tûd.
Cross References
Proverbs 28:3Ann dén paour péhini a wask war ar ré baour, a zô hen̄vel oud ar glaô diboell a zigas ann naounégez.
Jeremiah 22:17Hî a lavar d’ar ré a wall-gomz ac’hanoun: Ann Aotrou en deûz lavaret: Ar péoc’h hô pézô; ha d’ar ré holl péré a valé é direizted hô c’haloun hô-unan, hô deûz lavaret; Na c’hoarvézô két a zroug gan-é-hoc’h
Ezekiel 22:25Ar brofeded a zô b ét dispac’het enn hé c’hreiz; ével eul léon a iûd, hag a skrap hé breiz, hô deûz loun̄ket ann énéou; madou brâz ha gôbrou hô deûz digéméret; hé in̄tan̄vézet hô deûz paottet enn hé c’hreiz.
Ezekiel 34:4N’hoc’h eûz két krévéet ar ré a oa toc’hor, ha n’hoc’h eûz két louzaouet ar ré a oa klan̄v, n’hoc’h eûz két liénennet ar ré a oa gouliet, n’hoc’h eûz két savet ar ré a oa kouézet, ha n’hoc’h eûz két klasket ar re a oa dian̄ket; hôgen hô mestrounia a réac’h gan̄t garven̄tez ha gan̄t béli.
Micah 1:2Sélaouit, holl boblou; ra lakai évez ann douar, ha kémen̄d a zô enn-han̄: bézet ann Aotrou Doué da dést enn hoc’h énép, ann Aotrou eûz hé démpl san̄tel.