Levr Yehezkel 19
1Ha té, kémer kaon̄ war brin̄sed Israel,
2Ha lavar: Pérâg da vamm péhini a zô eul léonez é deûs-hi gourvézet é-touez al léoned, hag é deûs-hi maget hé ré vunud é-kreiz al léonédigou?
3Hag hî é deûz digaset unan eûz hé léonédigou, hag hén̄ a zô deûet da léon; desket en deûz da baka preiz, ha da zibri tûd.
4Ar brôadou hô deûz klévet hanô anézhan̄; ha né két hép gouliou digan̄t-han̄ hô deûz hé baket; hag hî hô deûz hé zigaset da vrô ann Éjipt goudé béza hé chadennet.
5Pa wélaz hî pénaoz é oa deûet diners, hag é oa kollet hé géd, é kéméraz eunn all eûz hé léonédigou, hag a lékéaz anézhan̄ da léon.
6Hé-man̄ a gerze é touez al léoned, hag a zeûaz da léon; deski a réaz da baka preiz ha da zibri tûd.
7Deski a reaz da ôber in̄tan̄vézed, ha da lakaad didûd ar c’hériou; hag ann douar, ha kémen̄d a oa enn-han̄ a oé an̄kéniet gan̄t trouz hé iudérez.
8Neûzé brôadou ar brovin̄sou en em strollaz enn hé éneb a bép tû; hag hî a daolaz hô rouéjou war-n-ézhan̄, hag hé bakaz, nann hép gouliou digan̄t-han̄.
9Hag hî a lékéaz anézhan̄ enn eur gaoued, ha goudé béza hé chadennet, é kaschon̄t anézhan̄ da roué Babilon; hag é oé lékéat enn eur vac’h, évit na vijé klévet mui hé iudérez war vénésiou Israel.
10Da vamm a zô ével eur winien a zô bét plan̄tet enn da c’hoad a-ziouc’h ann dour; hé frouez hag hé c’hoat a zô bét kreskét gan̄d ann douréier vrâz.
11Hag ar gwialennou kré a zô bét savet diout-hi a zô deûet da walennou d’ar brin̄sed, hag hé zaol a zô bét savet é-kreiz hé skourrou; hag huel-brâz eo en em wélet é-touez al lôd brâz eûz hé skourrou.
12Hag hî a zô bét dic’hrisiennet gan̄t buanégez, ha taolet oud ann douar; hag eunn avel loskuz é deûz dizéc’het hé frouez; hé gwialennou kré a zô deûet da véza gwan ha séac’h; ann tân en deûz hé losket.
13Ha bréma eo bét treûz-plan̄tet enn distrô, enn eunn douar dihen̄t ha dizour.
14Hag eunn tan a zô savet eûz a wialen hé skourrou, péhini en deûz loun̄ket hé frouez; ha na oé mui enn-hi a wialen gré da walen d’ar brin̄sed. Eur c’haon̄ eo hag eûr c’haon̄ é vézô. ———— XX. PENNAD Ann Aotrou a rébech d’hé bobl hé idolatri.