Levr Yehezkel 2:3
Hag ô lavaroud d’in: Mâb dén, mé az kâs étrézé bugalé Israel, eur vrôad argiluz, a zô en em dennet diouz-in: hî hag hô zadou hô deûz torret bétég ann deiz-man̄, ar gévrédigez em bôa gréat gan̄t-hô.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Numbers 32:13Hag ann Aotrou ô véza savet droug enn-han̄ a-éneb Israel, a lékéas anézhan̄ da gan̄tréal enn distrô é-pâd daou-ugen̄t vloaz, kén na oé éat-da-gét ann holl wenn tûd en dôa gréat ann droug-zé dira-z-han̄.
Ezra 9:7Abaoé deisiou hon tadou; ha nî ivé hon-unan hon eûz gwall béc’het bété vréman̄, hag enn hor fallagriézou omp bét lékéat nî, hag hor rouéed, hag hor béleien, étré daouarn rouéed ar brôadou, ha rôet d’ar c’hlézé, ha d’ar sklavérez, ha d’ar gwastérez, ha d’ar véz, ével ma omp c’hoaz hiriô.
Nehemiah 9:26Hôgen hî hô deûz da lékéat da von̄t drouk enn-oud; pelléet in̄t diouz-id; ha taolet eo gan̄t-hô da lézen adré hô c’hein; lazet hô deûz da broféded, péré hô fedé stard da zistrei ouz-hoc’h; hag hô deûz gréat touadellou brâz.