Levr Yehezkel 2:4
Bugalé a benn kalet, hag a galoun dizon̄vuz eo ar ré étrézé péré az kasann; lavar d’ézhô: Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué,
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Deuteronomy 10:16Teir gwéach é-pad ar bloaz en em ziskouézô ann holl baotred dirâg ann Aotrou da Zoué el léac’h en dévézô dilennet: da c’hoél ar bara dic’hoell, da c’hoél ar sizuniou, ha da c’hoél ann tabernaklou. N’en em ziskouézin̄t két dirâg ann Aotrou goullô hô daouarn.
Proverbs 21:29Ann dén fallagr zô rogen̄tez enn hé zaoulagad (T); hôgen ann dén reiz a zifazi hé hen̄t.
Jeremiah 3:3Râk-sé eo bét dalc’het dour ann én̄v, hag ar glao divézad né két kouézet; tâl eur c’hrég-fall a zô deûet d’id, ha né két fellet d’id rusia.
Jeremiah 6:15Mézékéet in̄t bét, ô véza ma hô deûz gréat traou argarzuz: pé gen̄toc’h ar véz n’é deûz két hô mézékéet, ha n’hô deûz két gwézet pétrâ é oa rusia; râk-sé é kouézin̄t é-touez ar ré a varvô: é amzer hô emwéligidez é kouézin̄t, émé ann Aotrou.