The Bible Software
Levr Yehezkel · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Yehezkel 2

1Houn-nez eo ar wélédigez em boé eûz a zoaré gloar ann Aotrou: ha pa hé gwéliz, é kouéziz war va génou, hag é kléviz eur vouéz a gomzé ouz-in, hag a lavaraz d’in: Mâp dén, sâv war da dreid, hag é komzinn ouz-id.

2Hag ar spéred goudé béza komzet ouz-in a iéaz enn-oun̄, hag a zavaz ac’hanoun war va zreid: hag é kléviz anézhan̄ ô komza ouz-in,

3Hag ô lavaroud d’in: Mâb dén, mé az kâs étrézé bugalé Israel, eur vrôad argiluz, a zô en em dennet diouz-in: hî hag hô zadou hô deûz torret bétég ann deiz-man̄, ar gévrédigez em bôa gréat gan̄t-hô.

4Bugalé a benn kalet, hag a galoun dizon̄vuz eo ar ré étrézé péré az kasann; lavar d’ézhô: Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué,

5Évit gwélout hag hi a zélaouô hag a éhanô; râg eunn ti héguz eo: ha ma wézin̄t pénaoz éz eûz eur profed enn hô zouez.

6Hôgen té, mâb dén, n’az péz két a aoun ra-z-hô, ha na spoun̄t két râg hô lavariou: râg ar ré gan̄t pére émoud, a zô tûd diskrédik, ha dispac’herien; gan̄t kruged é choumez: N’az péz két a aoun râg hô gériou, ha na spoun̄t két râg hô zremmou râg eunn ti héguz eo.

7Va gériou a liviri éta d’ézhô, évit gwélout hag hi a zélaouô hag a éhanô; râk tûd héguz in̄t.

8Hôgen té, mâb dén, sélaou kémen̄d a livirinn d’id, ha na véz két héguz, ével ma eo héguz ann tî-zé: digor da c’hénou ha debr kémen̄d a rôann d’id.

9Ha mé a arvestaz, ha chétu eunn dourn a oé kaset étrézég enn-oun, é péhini édo eul levr rodellet; hag hen̄ a zirodellaz anézhan̄ dira-z-oun; lizérennou a ioa enn diabarz hag enn diavéaz; skrivet é oa war-n-ézhan̄ keinvanou, ha kanaouennou, ha mallosiou. ———— III. PENNAD Ézékiel a wél a-névez gloar ann Aotrou.

← Levr Yehezkel 1Read In The App, Free →Levr Yehezkel 3 →

Study Levr Yehezkel 2

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142434445464748