Levr Yehezkel 20:13
Hôgen bugalé Israel hô deûz va héget enn distrô; n’hô deûz két baléet em c’hélennou; distaolet hô deûz va barnédigézou é miridigez péré é vév ann den; va deisiou sabbat hô deûz gwall zaotret ivé; lavaret em bôa éta pénaoz é skuḻfenn va frouden war-n-ézhan̄ enn distrô, hag é tispenfenn anézhô.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 26:15Mar grit faé war va lézennou, ha mar disprizit va barnédigézou, ma na rît két ar péz em eûz gourc’hémennet d’é-hoc’h, ha mar torrit va c’hévrédigez;
Numbers 14:11Hag ann Aotrou a lavaraz da Voizez: Bété pégeit é tirogô ar bobl-zé ac’hanoun? Bété pégeit na grédô két d’in, goudé ann holl vurzudou em eûz gréat dira-z-hô?
Numbers 14:22Koulskoudé ar ré holl péré hô deûz gwélet va meûrdez, hag ann arwésiou em eûz gréat enn Éjipt hag enn distrô, hag hô deûz va demptet bété dég gwéach, ha n’hô deûz két sen̄tet out va mouéz,
Numbers 15:31Rak disprizet en deûz gér ann Aotrou, ha torret eo bét gan̄t-han̄ hé c’hourc’hémenn; râk-sé é vézô kaset-da-gét hag é tougô hé fallagriez.
Numbers 16:45En em dennit eûz a greiz ar strollad tûd zé; mon̄d a rann bréman̄ d’hô laza holl. Neûzé ô véza hô daou en em strin̄ket d’ann douar,