Levr Yehezkel 21:10
Lemmet eo évit laza ar viktimou; limet eo évit teûrel skéd: râk té eo éc’h eûz diskaret gwalen va mâb, hag éc’h eûz trouc’het ann holl wéz.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Esther 3:15Ar réderien a oa kaset a iéa buhan, évit sévéni gourc’hémenn ar roué. Râk-tâl é oé staget ar gourc’hémenn-zé é Suza, en̄dra ma édô ar roué hag Aman ô banvézi, hag ann holl Iuzevien a oa é kéar ô skuḻa daélou. ———— IV. PENNAD. Mardoché a rô da anaout fallagriez Aman da Ester.
Psalms 89:26Hén̄ a c’halvô ac’hanoun: Té eo va zâd, va Doué, ha digémer va zilvidigez.
Psalms 110:5Ann Aotrou a zô oud da zourn déou; brévet en deûz ar rouéed é deiz hé vuanégez.
Isaiah 5:12Ann délen, al liren, ann daboulin, ar sutel, hag ar gwîn en em gav enn hô panvézou; ha na zellit két oud ôber ann Aotrou, ha na arvéstit két ôberiou hé zaouarn.
Isaiah 34:5Gan̄t pé guzul pé gan̄t pé ners é fell d’id en em zével em énep? War biou é lékéez da fisian̄s pa belléez diouz-in?
Jeremiah 46:4Dispennet eo Moab; deskit d’hé vugaligou ôber garmou.