Levr Yehezkel 21:24
Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: O véza ma hoc’h eûz digaset koun eûz hô fallagriez, ma hoc’h eûz rôet da anaout hô kwallérézou, ha ma eo en em ziskouézet hô péc’héjou enn hoc’h holl vénosiou; ô véza, emé-vé, ma hoc’h eûz hô digaset da goun, é viot kéméret gan̄d ann dourn.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Isaiah 22:17Ha chétu pétrâ a c’hoarvézô goudé dék vloaz ha tri-ugen̄t: Ann Aotrou a emwélô Tîr hag hé digasô d’hé c’hen̄ta gwerzidigez; hag hî en em wallô adarré gan̄d ann holl rouan̄télésiou a zô war ann douar.
Jeremiah 3:2Saô da zaoulagad ouc’h-kréac’h, ha gwél péléac’h n’oud két en em wallet; azézet é oaz enn hen̄chou, ô c’hortozi anézhô ével ma râ eul laer enn distrô, hag éc’h eûz saotret ann douar gan̄d da louzdoni ha da zrougiézou.
Jeremiah 6:15Mézékéet in̄t bét, ô véza ma hô deûz gréat traou argarzuz: pé gen̄toc’h ar véz n’é deûz két hô mézékéet, ha n’hô deûz két gwézet pétrâ é oa rusia; râk-sé é kouézin̄t é-touez ar ré a varvô: é amzer hô emwéligidez é kouézin̄t, émé ann Aotrou.
Jeremiah 9:2Ével-henn é lavar ann Aotrou: Na zeskit két hen̄chou ar brôadou; ha n’hô pézet két a aoun râg arouésiou ann én̄v, ével ma hô deûz aoun ar brôadou;
Ezekiel 16:16Kéméret éc’h eûz ivé eûz da ziḻad, hag éc’h eûz hô griet évid ôber d’id lec’hiou uc’hel; hag en em rôet oud war-n-ézhô d’ar c’hadélez, ével n’eo bét biskoaz ha na vézô bikenn.
Ezekiel 22:24Mâb dén, lavar d’ézhô: Eunn douar dic’hlan oud, né két bét glépiet gan̄d ar glaô é deiz va frouden.