Levr Yehezkel 21:3
Ha lavar da zouar Israel: Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Chétu me a zeû étrézég enn-od, hag é tenninn va c’hlézé eûz hé c’houin, hag é lazinn enn hô touez ann dén reiz hag ann dén direiz.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 26:33Mé hô skiñô é-touez ar brôadou, hag a dennô ar c’hlézé war hô lerc’h; hô touar a vézô dilézet hag hô keriou a vézô disman̄tret
Job 9:22Eunn dra, n’em eûz lavaret kén: Doué a c’hlac’har ann dén reiz ével ann hini direiz.
Psalms 80:17Astenn da zourn war Israel a zô dén da zourn déou, ha war ar bobl a zô mâb ann den éc’h eûz startéet évid-od (M).
Ecclesiastes 9:2Hôgen pép-trâ a zô miret évid ann amzer da zon̄t, hag a choum arvaruz aman̄, ô véza ma c’hoarvez pép-trâ enn eunn doaré kévatal gan̄d ann dén reiz ha gan̄d ann dén direiz, gan̄d ann dén mâd ha gan̄d ann dén fall, gan̄d ann dén glân ha gan̄d ann dén dic’hlan, gan̄d ann hini a lâz viktimou ha gan̄d ann hini a zispreiz ar sakrifisou. Ével éma ann dén mâd, éma ivé ar péc’her; néb a dou é-gaou, ével néb a dou é-gwirionez.
Isaiah 34:5Gan̄t pé guzul pé gan̄t pé ners é fell d’id en em zével em énep? War biou é lékéez da fisian̄s pa belléez diouz-in?