Levr Yehezkel 21:7
Ha pa livirin̄t d’id: Pérâg éc’h huanadez? É liviri: Gan̄d ar péz a glévann; râg hén̄ a zeû; hag ann holl galounou a zizéc’hô, hag ann holl zaouarn a vézô diners, hag ann holl spéréjou a vézô gwanet, hag ann dour a rédô héd-da-héd ann holl c’hlinou; chétu é teû, hag é c’hoarvez, émé ann Aotrou Doué.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
6Hôgen té, mâb dén, hirvoud kén na darzô da zigroazel; hirvoud gan̄t-hô gan̄t c’houervder.
8Ha gér ann Aotrou a zeûaz d’in, ô lavarout:
Cross References
Deuteronomy 20:8Hag hén hon tennaz eûz ann Éjipt gan̄d eunn dourn kré, gan̄d eur bréac’h astennet, gan̄d eur spoun̄t brâz, gan̄d arouésiou ha burzudou:
Joshua 5:1Hôgen pa glevaz holl rouéed ann Amorréed, péré a choumé enn tû all d’ar Jourdan war-zû ar c’hûs-héol, hag holl rouéed Kanaan, péré hô dôa enn hô c’hers al léc’hiou ar ré dôsta eûz ar môr brâz, pénaoz en dôa ann Aotrou dizéc’het doureier ar Jourdan dirâk bugalé Israel, kén na oé treûzet gan̄t-hô, hô c’haloun a oé man̄tret, ha na choumaz mui a ners enn-hô, gan̄d ar spoun̄t hô dôa râk donédigez bugale Israel.
Isaiah 7:2Hag é oé rôet da anaout da di David pénaoz ar Siria é dôa gréat kévrédigez gan̄d Éfraim; ha kaloun Ac’haz, ha kaloun hé bobl a oé horellet, ével ma eo horellet gwéz ar c’hoajou gan̄d ann avel.
Isaiah 28:19Râk pobl Sion a choumô é Jéruzalem, éhana a rî da wéla; da drugarézi a rai; kerken̄t ha ma en dévézô klévet klemm da vouéz, é respoun̄tô, d’id.