Levr Yehezkel 22:29
Pobl ar vrô a zrouk-komzé bépréd, hag a skrapé dré ners; ann tavan̄tek hag ar paour a c’hlac’haren̄t, hag ann diavésiad a wasken̄t gan̄d ho drouk-komsiou hép reiz.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 19:33Mar choum eunn diavésiad enn hô prô, ha mar d-éma enn hô touez, na damallit két anézhan̄;
Isaiah 5:7Gwinien Aotrou ann arméou eo ti Israel; ha tûd Juda a zô hé wenn hétuz-brâz. Ha mé a c’hédé é rajé traou reiz, ha chétu fallagriez; hag ann éeunder, ha chétu garm.
Isaiah 59:3Évit prédéria ar ré eûz a Zion péré a wél; ha rei d’ézhô eur gurunen é léac’h ludu, éôl lévénez é léac’h glac’har, eur wisk a veûleûdi é léac’h eur spéred a an̄ken; hag é vézô galvet enn-hi tûd galloudek er reizded, plan̄tennou ann Aotrou, évid hé veûli.
Jeremiah 5:31Ar broféded a ziougané gévier, hag ar véléien a stlaké hô daouarn enn eur veûli; ha va fobl a gavé mâd kémen̄t-sé; hôgen pétrâ a c’hoarvézô gan̄t-han̄ enn divez? ———— VI. PENNAD Disman̄tr Jéruzalem ha Juda.
Ezekiel 18:12Mar g1ac’har ann ézommek hag ar paour, mar skrâb dré ners, ma na zistrô két ar gwéstl, mar sâv hé zaoulagad étrézég ann idolou, mar grâ argarzidigézou.