Levr Yehezkel 18:12
Mar g1ac’har ann ézommek hag ar paour, mar skrâb dré ners, ma na zistrô két ar gwéstl, mar sâv hé zaoulagad étrézég ann idolou, mar grâ argarzidigézou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
11Ha pa n’hô grajé két holl; hôgen mar tebr war ar ménésiou, mar saotr grég hé nésa;
Cross References
Leviticus 18:22N’az î két da gavout eur goâz é-c’hîz pa vé eur vaouez; râg eunn dra argarzuz eo.
Isaiah 59:6Hôgen c’houi a vézô galvet béléien ann Aotrou; servichérien hon Doué é viot hanvet; gan̄t madou ar brôadou é viot maget, hag hô meûrded a vézô da c’hloar d’é-hoc’h.
Ezekiel 8:6Hag hén̄ a lavaraz d’in: Mâb dén, ha té a wél pétrâ a râ ar ré-zé, ann argarzidigézou brâz a ra aman̄ tî Israel, évit va lakaad da bellaad diouc’h va zan̄tuar? Ha mar trôez adarré, é wéli argarzidigézou brasoc’h.
Ezekiel 18:6Ma na zebr két war ar ménésiou, ma na zâv két hé zaoulagad war idolou tî Israel; ma na wall két grég hé nésa, ha ma na dôsta két oud he c’hrég hé-unan, pa éma hé misiou gan̄t-hi:
Ezekiel 33:25Râk-sé é liviri d’ézhô: Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: C’houi péré a zebr ar c’hîk gan̄d ar goad, hag a zâv hô taoulagad étrézég hoc’h hudurézou, hag a skuḻ ar goad; ha piaoua a réot-hu ann douar-zé é digwéz?