Levr Yehezkel 22:31
Hag em eûz skuḻet war-n-ézhô va frouden; hô dispennet em eûz é tân va buanegez: hô hen̄t em eûz distaolet war hô fenn, émé ann Aotrou Doué. ———— XXIII. PENNAD Samari ha Jéruzalem dindan arouéz diou c’hoar, Oolla hag Ooliba.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Isaiah 29:2Hôgen hén̄ péhini a zô fûr, en deûz digaset ann drouk, hag en deûz sévénet hé c’hér. Sével a rai out ti ar gwall dûd, hag out skoazel ar ré a ra fallagriez.
Ezekiel 7:3Bréma eo deûet da zivez, hag é kasinn va frouden war-n-od; hag é varninn ac’hanod hervez da hen̄chou; hag é likiinn da gouéza war-n-od da holl fallagriézou.
Ezekiel 9:10Râk-sé va lagad na espernô két, ha n’em bézô két a druez; hô hen̄t a likiinn da gouéza war hô fennou.
Ezekiel 16:43O véza n’eo két deûet a goun d’id eûz a zeisiou da iaouan̄ktiz, ha ma éc’h eûz va héget é kémen̄t-sé; râk-sé em eûz rôet da hen̄chou war da benn, émé ann Aotrou Doué; ha n’em eûz két gréat hervez da wallou enn da holl argarzidigézou.
Romans 2:8D’ar ré a gâr ann dael, ha na c’hrata két ar wirionez, hôgen en em rô d’ann direiz, é rôi hé vuanegez hag hé vrôez.