Levr Yehezkel 16:43
O véza n’eo két deûet a goun d’id eûz a zeisiou da iaouan̄ktiz, ha ma éc’h eûz va héget é kémen̄t-sé; râk-sé em eûz rôet da hen̄chou war da benn, émé ann Aotrou Doué; ha n’em eûz két gréat hervez da wallou enn da holl argarzidigézou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
42Va droug ouz-id a éhanô; va oaz en em dennô diouz-id; arzaôi a rinn, ha na vuanékainn mui,
44Chétu pép-hini a lavarô diwar da benn al lavar-kuzet-man̄: Ével ma é oa ar vamm, éma ar verc’h.
Cross References
Psalms 78:40Péd gwéach hô deûz-hi hé héget enn distrô, hag hô deûs-hi hé lékéat da vuanékaat enn eul léac’h dizour?
Psalms 95:10É-pâd daou-ugen̄t vloaz eo bét savet droug enn-oun a-énep ar bobl-zé, hag em eûz lavaret: Fazia a réon̄t bépréd enn hô c’halounou.
Isaiah 63:10Ar mésiou a vézô da barkou d’ann dén̄ved, ha traon̄ien Ac’hor da éc’hoaz d’ar zaoud, da ré va fobl, péhini en dévézô va c’hlasket.
Ezekiel 6:9Hag ar ré ac’hanoc’h a vézô bét dieûbet, hô dévézô koun ac’hanoun é-touez ar brôadou gan̄t péré é vézin̄t bét kaset é sklavérez; ô véza ma van̄trinn hô c’haloun gadal a oa pelléet diouz-in; hag hô daoulagad a oa en em zaotret gan̄t hô idolou; hag hî en em zihétô hô-unan enn abek d’ann droug hô dévézô gréat enn hô holl fallagriézou.
Ezekiel 7:8Bréma é skuḻinn a dôst va buanégez war-n-od, hag é walc’hinn va frouden ouz-id; da varna a rinn hervez da hen̄chou, hag é likiinn da boéza war-n-od da holl wallou.
Ezekiel 11:21É kéñver ar ré a béré ar galoun a valé er gwallou hag enn argarzidigézou, é likiinn da gouéza hô hén̄t war hô fenn, émé ann Aotrou Doué.