Levr Yehezkel 22:6
Chétu holl brin̄sed Israel a zô en em harpet war hô bréac’h évit skuḻa goâd enn-od.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
Behold, the princes of Israel, every one were in thee to their power to shed blood.
In Context
Cross References
Nehemiah 9:34Hor rouéed, hor brin̄sed, hor béleien, hag hon tadou n’hô deûz két miret da lézen: n’hô deûz két sélaouet da c’hourc’hémennou, nag ann testéniézou a desténiez enn-hô.
Isaiah 1:23Da brin̄sed a zô disléal, hag eiled al laéroun: holl é karon̄t ar rôou, hag é en̄klaskon̄t ar gounidou: na varnon̄t két ann emzivad, ha kéfridi ann in̄tan̄vez na zeû két étrézég enn-hô.
Jeremiah 5:5Mon̄d a rinn éta da gavout ar ré vrâz, hag é komzinn out-hô; râg hî a anavez hen̄t ann Aotrou, ha barn hô Doué. Ha chétu ar ré-zé hô deûz torret kévret ha gwasoc’h ar iéô, ha dispennet ar chadennou.
Ezekiel 45:8Hé gers en dévézô eûz a zouar Israel; hag ar brin̄sed na breizin̄t mui va fobl; hôgen rei a rain̄t ann douar da dî Israel hervez hô breûriézou.
Micah 2:1Lavaret em eûz iv e: Sélaouit, prin̄sed Jakob, ha duged tî Israel: ha né két d’é-hoc’h gouzout ar varn?