Levr Yehezkel 23:25
Ha mé a lakai va oaz enn da énep, hag hî hé zévénô gan̄t frouden; trouc’ha a rain̄t da frî ha da ziskouarn; hag ar péz a vézô choumet a gouézô dindân ar c’hlézé; da vipien ha da verc’hed a gémérin̄t; hag ann dilerc’h ac’hanod a vézô dévet gan̄d ann tân.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
26Diwiska a rain̄t da ziḻad d’id, hag é skrapin̄t da annézou ar ré dalvoudusa.
Cross References
Proverbs 6:34Râg oaz ha frouden ann ozac’h zô kollet hé énor, n'en dévézô trugarez é-béd é deiz ar ven̄jans (M).
Ezekiel 5:13Ha mé a leûniô va frouden, hag a lakai va buanégez da arzaôi war-n-ézhô, hag é vézinn dizoaniet; hag hî a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou, hag em eûz komzet em oaz, p’am bezô leûniet va buanégez out-hô.
Ezekiel 15:6Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Ével ma em eûz roet ar c’hoat gwini, é-touez gwéz ar c’hoajou, d’ann tân évit béza dévet, ével-sé é rinn da dûd Jéruzalem.
Ezekiel 16:40Digas a rain̄t enn da éneb eul lôd brâz a dûd, hag é labézin̄t ac’hanod gan̄t mein, hag e lazin̄t ac’hanod gan̄d hô c’hlézéier.
Ezekiel 22:18Mâb dén, tî Israel a zô bét trôet évid-oun é kenn; holl éz in̄t arem, ha stéan, hag houarn, ha ploum é-kreiz ar fornigel; kenn arc’han̄t in̄t deûet.