Levr Yehezkel 23:24
Hag é teûin̄t enn da énep gan̄t kalz a girri hag a rôdou, hag eul lôd brâz a boblou; sével a rain̄t enn da énep a bép tû, hag hi armet a harnézou, a dirennou, hag a dôkou-houarn; hag é rôinn ar varnédigez dira-z-hô, hag hî a varnô ac’hanod hervez hô barnédigézou hô-unan.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
2 Samuel 24:14Hôgen David a lavaraz da C’had: Enkrézet-brâz ounn: hôgen gwell eo gan-én̄ kouéza étré daouarn ann Aotrou (râk kalz a drugarez en deûz), éget kouéza étré daouarn ann dûd.
Jeremiah 47:3Iûd, Hesébon, ô véza ma eo bét gwastet Hai: garmit, merc’hed Rabbat, likiit séier-reûn da c’houriz: gwélit ha rédit enn-drô d’ar c’haéou; ô véza ma vézô kaset Melkom é sklavérez, ha gan̄t-han̄ hé véléien hag hé brin̄sed.
Ezekiel 21:23En̄voradur ann oraklou a vézô évit-hô ével eunn dra didalvez, hag hî a wélô enn-han̄ ével eunn dén é éhan ann deisiou sabbat: hôgen hén̄ en dévézô koun eûz hé fallagriez, hag a zeûi évid hé c’hémérout.
Ezekiel 26:10Gan̄d al lôd brâz eûz hé gézek é vézi gôlôet a boultr; gan̄t trouz hé varc’héien, hag hé rôdou, hag hé girri, é kréno da vuriou, pa dréménô dré da bersier, ével enn eur géar dilézet. ll. Gan̄t karn hé gézek é vac’hô da holl leûriou-kéar; gan̄d ar c’hlézé é skôi da bobl, ha da skeûdennou ar ré gaéra a ziskarô d’ann douar.
Nahum 3:2Klevout a rann strakl ar fouet, ha trouz ar rodou, hag ar c’hézeg a c’houirin, hag ar c’hirri a rûḻ, hag ar varc’heien a biñ.