Levr Yehezkel 25:6
Râg ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: O véza ma éc’h eûz stoket da zaouarn, ha skôet da dreid diwar-benn drouk douar Israel;
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Job 27:23Ann hini a wélô al léac’h a béhini eo kouézet, a stlakô hé zaouarn, hag a c’hoarzô goab war-n-ézhan̄. ———— XXVIII. PENNAD. Pégen diez eo kaoud ar fumez.
Proverbs 24:17Pa vézô kouézet da énébour, n’en em laouéna két; ha pa vézô bévézet, na dridet két da galoun,
Lamentations 1:7Jéruzalem é deisiou hé glac’har hag hé gwallérez é deûz bét koun eûz ar péz é dôa bét a wella enn déisiou ken̄t, pa gouéze hé fobl étré daouarn ann énébourien, hép ma oa dén évid hé gennerza; hé énébourien hô deûz hé gwélet, hag hô deûz gréat goap eûz hé deisiou sabbat. HETH.
Ezekiel 6:11Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Skô war da zourn, ha skô gan̄d da droad, ha lavar: Gwâ ann holl fallagriézou, hag ann holl wallou eûz a dî Israel, râg hî a vézô diskaret gan̄d ar c’hlézé, gan̄d ann naounégez, ha gan̄d ar vosen.
Ezekiel 35:15Ével ma oud en em laouénéet diwar-benn digwéz tî Israel, ô véza ma eo bét disman̄tret, ével-sé é rinn d’id: disman̄tret é vézi, ménez Seir, hag ann Iduméa holl; hag hî a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou. ———— XXXVI. PENNAD Distrô bugalé Israel enn hô douar.
Obadiah 1:12Na ri mui a c’hoab eûz da vreûr é deiz hé c’hlac’har, é deiz hé zizougadur: ha n’en em laouénai két diwar-benn bugalé Juda é deiz hô reûz,; ha na zigori két da c’hédou é deiz hé an̄ken.