Levr Yehezkel 25:3
Ha lavar da vugalé Ammon: Sélaouit gér ann Aotrou Doué. Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: O véza ma éc’h eûz lavaret: Mâd, mâd, diwar-benn va zan̄tuar, pa eo bét saotret; ha diwar-benn douar Israel, pa eo bét gwastet; ha diwar-benn tî Juda, pa in̄t bét kaset é sklavérez:
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
2Mâb dén, trô da zaoulagad out bugalé Ammon, ha diougan diwar hô fenn;
Cross References
Psalms 35:21Hag hî hô deûz digoret-brâz hô génou war-n-oun, ô lavarout: Mâd, mâd, hon daoulagad hô deûz gwélet.
Proverbs 17:5Néb a zispriz ar paour, a gunuc’h hé grouer; ha néb en em laouénai eûz a goll eunn all, na choumô két digastiz.
Lamentations 1:7Jéruzalem é deisiou hé glac’har hag hé gwallérez é deûz bét koun eûz ar péz é dôa bét a wella enn déisiou ken̄t, pa gouéze hé fobl étré daouarn ann énébourien, hép ma oa dén évid hé gennerza; hé énébourien hô deûz hé gwélet, hag hô deûz gréat goap eûz hé deisiou sabbat. HETH.
Lamentations 4:21Trîd, hag en em laouéna, merc’h Édom, té péhini a choum é douar Hus: bétég enn-od é teûi ivé ar c’hôp; mezviet é vézi, ha lékéat enn noaz. THAU.
Ezekiel 25:8Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: O véza ma hô deûz lavaret Moab ha Séir: Chétu tî Juda ével ann holl vrôadou:
Ezekiel 35:10O véza ma éc’h eûz lavaret: Diou vrôad ha diou vrô a vézô d’in, ha da zigwéz em bézô anézhô; pétrâ-bennâg ma édô ann Aotrou énô: