Levr Yehezkel 25:4
Râk-sé é rôinn ac’hanod da zigouéz da vugalé ar sâv-héol; hag hî a zavô hô c’hréier-dén̄ved enn-od, hag a steñô hô zeltou enn da greiz; hî a zebrô da frouez, hi eo a évô da léaz.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 26:16Chétu ivé pétrâ a rinn d’é-hoc’h: don̄d a rinn buan d’hô kwélout gan̄d ann diénez, ha gan̄d ar c’hrouez a zizec’hô hô taoulagad, hag a goazô hô puéz. Enn-aner eo éc’h hadot éd, rag hoc’h énébourien a wastô anézhan̄.
Judges 6:3Ha goudé m’hô dôa hadet ann Israélited, ar Vadianited, hag ann Amalékited, hag ar boblou all eûz ar sâv-héol, a biñe di,
Judges 7:12Hôgen ar Vadianited hag ann Amalékited, hag ann holl boblou eûz ar sâv-héol, a oa gourvézet a bép tû enn draon̄ien, ével eul lôd brâz a giḻeien-raden: béz’ éz oa ivé eul lôd diniver a gan̄valed, ével ann tréaz a zô war aot ar môr.
Isaiah 1:7Hô touar a zô didud, hô keriou a zô losket gan̄d ann tân: ann diavésidi a wast hô prô dira-z-hoc’h, ha disman̄tret é vézô, ével eûr vrô dispennet gan̄d ann énébourien.