Levr Yehezkel 29:15
Ann distéra é vezô eûz ar rouan̄télésiou, ha na zavô mui war ar brôadou; ha mé hô gwanô, évit na aotrouniin̄t mui war ar boblou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Ezekiel 17:6Ha pa oé diwanet, é kreskaz enn eur winien lédan, hôgen izel enn hé zaol; hag hé skourrou a zellé oud ann er; hag hé grisiou a oa dindan-han̄. Don̄d a réaz éta da winien, hag é tougaz koat ha frouez, hag é tigasaz kreskou névez.
Ezekiel 30:13Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Diskara a rinn ar skeûdennou, hag é kasinn-da-gét idolou Memfis. Na vézô mui a brin̄s é douar ann Éjipt; ar spoun̄t a rinn war zouar ann Éjipt.
Ezekiel 32:2Mâb dén, grâ eur c’heinvan diwar-benn Faraon, roué ann Éjipt, ha lavar d’ézhan̄: Out léon ar brôadou oud bét hén̄vel, hag oud ann aérouan̄t a zô er môr: skei a réez gan̄d da gorn kémen̄d a oa enn da steriou, tévalaad a réez ann doureier gan̄d da dreid, hag é vac’hez hô steriou.
Nahum 3:8Ha gwell oud égéd Aleksandria ar boblou, péhini a zô diazézet é-kreiz ar steriou, hag é deûz dour trô-war-drô; péhini é deûz ar môr da vadou, hag ann doureier évit muriou?