Levr Yehezkel 29:16
Na vézin̄t mui da gréd da dî Israel, évid deski d’ézhô fallagriez, hô lakaad da dec’hout ha da von̄t war hô lerc’h; hag hî a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou Doué.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Numbers 5:15É kasô-hén̄ anézhi dirâg ar bélek, hag é kennigô évit-hi ann dékved lôden eûz a eur gon̄vor bleûd heiz. Na skuḻô két a éôl war-n-ézhan̄, ha na lakai két a ézan̄s, ô véza ma eo eur sakrifiz a oaz, hag eur c’hennig évid en̄klaskout ann avoultriez.
Psalms 25:7N’az péz két a goun eûz a béc’héjou va iaouan̄ktiz, nag eûz va diwiziégésiou. Az péz koun ac’hanoun hervez da drugarez, hervez da vadélez, ô Aotrou.
Isaiah 20:5Laka ann daol; arvest euz ar wéré ar ré a zebr hag a év; savit, prin̄sed, kémérit hô tirennou.
Isaiah 31:1Gwâ té, péhini a breiz, ha na vézi-dé két preizet ivé? Ha té, péhini a zispriz, ha na vézi-dé két disprizet ivé? P’az pézô peûr-breizet, é vezi preizet: pa vézi skuîz ô tisprizout, é vézi disprizet.
Isaiah 36:6Da denna a rinn eûz a zaouarn roué ann Assiried; dieûbi a rinn ivé ar géar-zé, hag é warézinn anézhi.
Jeremiah 2:18Ha bréma pétra a fell d’id é hen̄t ann Éjipt, éva dour lagennek? Ha pétrâ a fell did é hen̄t ann Assiried, éva dour ar ster?