Levr Yehezkel 3:19
Hôgen ma éc’h eûz rôet da anaout va gér d’ann dén fallagr, ha ma na zistrô két eûz hé fallagriez, hag eûz hé wall hen̄t; hén̄ a varvô enn hé fallagriez; hôgen té ez pézô dieûbet da éné.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Proverbs 29:1Ann dén a zispriz gan̄d eur penn kalet ann hini a gélenn anézhan̄, a gouézô war-eunn-taol enn eul lamm marvel, ha na vézô bikenn iac’héet.
Jeremiah 42:19Mar gréomp sakrifisou da rouanez ann éñv, ha mar kennigomp gwéstlou d’ézhi; hag hép grâd hon ézec’h eo é réomp gwéstel évit-hi, éc’h azeûlomp anezhi, hag é kennigomp gwéstlou d’ézhi?
Ezekiel 3:18Pa livirinn d’ann dén fallagr: Mervel, mervel a rî; ma n’her roez két da anaout d’ézhan̄, ma na gomzez két out-han̄ évit ma tistrôi eûz hé wall hen̄t, ha mar bév; ann dén fallagr-zé a varvô enn hé fallagriez; hôgen hé c’hoad a c’houlenninn digan̄d da zourn.
Ezekiel 14:14Ha mar béz ann tri dén-man̄ enn hô zouez, Noé, Daniel, ha Job, é tieûbin̄t hô énéou gan̄d hô éeunder hô-unan, émé Aotrou ann arméou.
Ezekiel 33:5Soun ar c’horn-boud en deûz klévet, ha n’en deûz két lékéat a évez; hé c’hoad a gouézô war-n-ézhan̄; hôgen ma laka évéz, é savétei hé éné.