Levr Yehezkel 3:20
Mar tistrô eunn dén reiz eûz hé reizded, ha mar grâ fallagriez; é likiinn eur méan-fazi dira-z-han̄; hag hen̄ a varvô, ô vésa n’éc’h eûz két rôet da anaout d’ézhan̄ va gér; enn hé béc’hed é varvô, ha na vézô mui a én̄vor eûz ann traou reiz en dévézô gréat; hôgen hé c’hoad a c’houlenninn digan̄d da zourn.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Psalms 36:3Geriou hé c’hénou n’int némét fallagriez ha touellérez; né két bét fellet d’ézhan̄ deski ôber ar mâd.
Psalms 125:5Gwenvidig eo ann dén péhini en deûz sévénet he ioul enn-hô; na vézô két mézékéet pa gomzô oud hé énébourien é-tâl ar porz. ———— CXXVII. PSALM. Kanaouen ann dérésiou.
Isaiah 8:14Hag hén̄ a vézô da zan̄télidigez d’é-hoc’h; ha da véan fazi, ha da garreg a harz évid ann daou dî a Israel; ha da spî ha da gollidigez évid ar ré a choum é Jéruzalem.