Levr Yehezkel 3:18
Pa livirinn d’ann dén fallagr: Mervel, mervel a rî; ma n’her roez két da anaout d’ézhan̄, ma na gomzez két out-han̄ évit ma tistrôi eûz hé wall hen̄t, ha mar bév; ann dén fallagr-zé a varvô enn hé fallagriez; hôgen hé c’hoad a c’houlenninn digan̄d da zourn.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
2 Samuel 4:11Seûl vui bréma, pa hô deûz tûd fallagr lazet eunn dén dinam, enn hé dî, war hé wélé, é venjinn hé c’hoad war hô taouarn-hu hag é tenninn ac’hanoc’h diwar ann douar.
Proverbs 14:32Ann dén fallagr a vézô distôlet enn hé zrougiez; hôgen ann dén reiz a laka hé c’héd en hé varô.
Ezekiel 3:20Mar tistrô eunn dén reiz eûz hé reizded, ha mar grâ fallagriez; é likiinn eur méan-fazi dira-z-han̄; hag hen̄ a varvô, ô vésa n’éc’h eûz két rôet da anaout d’ézhan̄ va gér; enn hé béc’hed é varvô, ha na vézô mui a én̄vor eûz ann traou reiz en dévézô gréat; hôgen hé c’hoad a c’houlenninn digan̄d da zourn.
Ezekiel 18:13Mar rô war gampi, ha mar kémer ouc’h-penn; hag hén̄ a vévô? Na vévô két; pa en dévézô gréat ann holl draou argarzuz-zé, é varvô, hag hé c’hoad a vézô war-n-ézhan̄ hé-unan.