Levr Yehezkel 30:18
É Tafnis ann deiz a zeûi da véza dû, p’am bézô brévet énô gwalen-roué ann Éjipt, ha pa vézô bévézet enn-hi balc’hded hé galloud; eur goabren a c’hôlôi anézhi, hag he merc’hed a vézô kaset é sklavérez.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
19Ha mé a rai va barnédigez enn Éjipt; hag hî a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou.
Cross References
Leviticus 26:13Mé eo ann Aotrou hô Toué, péhini en deûz hô tennet eûz a zouar ann Éjipt, évit na vijac’h két da sklaved d’ézhô, hag en deûz torret chadennou hô kouzougou, évid hô lakaad da gerzout sounn.
Isaiah 9:4Râk torret éc’h eûz géô hé véac’h, ha gwialen hé skoaz, ha gwalen hé heskiner, ével é deiz Madian.
Isaiah 10:27Chétu pétrâ a c’hoarvézô enn deiz-zé: Tennet é vézô hé véac’h diwar da ziskoaz, hag hé iéô diwar da c’houzouk, hag ar iéô-zé a vreinô gan̄d ann éôl.
Isaiah 14:11Da rôgoni a zô bét taolet enn ifernou; da c’horf-marô a zô kouézet; dindân-od é vézô ann tartouzed, hag ar prén̄ved a vézô da vallin d’id.
Isaiah 19:1Er bloaz é péhini Tartan, kaset gan̄t Sargon, roué ann Assiried, a zeûaz da Azot, a stourmaz out-hi, hag hé c’héméraz: