The Bible Software
Levr Yehezkel · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Yehezkel 30

1Ha gér ann Aotrou a zeûaz d’in, ô lavarout:

2Mâb dén, diougan, ha lavar: Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Iudit, gwa ann deiz-zé!

3Râk tôst eo ann deiz; tôstaad a râ deiz ann Aotrou, deiz ar c’hoummoul, péhini a vézô amzer ar brôadou.

4Hag ar c’hlézé a zeûi war ann Éjipt: hag eur spoun̄t brâz a vézô enn Étiopia, pa gouézin̄t hag hî glazet enn Éjipt; pa vézô éat-da-gét hé bobl paot, hag é vézô disman̄tret hé ziazézou.

5Ann Étiopia, hag al Libia, hag al Lidia, hag ann dilerc’h eûz ar boblou, ha C’hub, ha bugalé douar ar gévrédigez, a gouézô gan̄t-hô dindân ar c’hlézé.

6Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Ar ré a gennerzé ann Éjipt a gouézô ivé, ha balc’hded hé c’halloud a vézô kaset-da-gét; adalek tour Sien é kouézin̄t enn-han̄ gan̄d ar c’hlézé, émé ann Aotrou Doué ann arméou.

7Hag hî a vézô lékéat é-touez ann douarou gwastet, hag hé gériou é-touez ar c’hériou didûd.

8Hag hî a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou Doué; p’am bézô lékéat ann tân enn Éjipt, ha pa vézô kaset-da-gét hé holl skoazellerien.

9Enn deiz-zé éz ai kannaded a zira-z-oun, war listri, évid diskara balc’hded ann Étiopia; hag ar spoun̄t é zeûiô enn-hô é deiz ann Éjipt, ô véza ma teûiô hép mâr.

10Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Kâs a rinn da-gét al lôd braz a dûd a zô enn Éjipt, dré zourn Nabukodonosor, roué Babilon.

11Hé lakaad a rinn da zon̄t, hén̄ hag hé bobl, hag ar ré gréva eûz ar brôadou, évit kolla ann Éjipt; hag hî a dennô hô c’hlézé war ann Éjipt, hag a leûniô ar vrô a gorfiou-marô.

12Dizéc’ha a rinn hé steriou; hag é likiinn hé vrô étré daouarn ar ré wasa; hag é tispenninn ar vrô-zé, ha kémen̄d a zô enn-hi, dré zourn ann diavésidi, pa em eûz hé lavaret, mé ann Aotrou.

13Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Diskara a rinn ar skeûdennou, hag é kasinn-da-gét idolou Memfis. Na vézô mui a brin̄s é douar ann Éjipt; ar spoun̄t a rinn war zouar ann Éjipt.

14Douar Faturez a wastinn, é Tafnis é likiinn ann tân, ha va barn a rinn é Aleksan̄dria.

15Va frouden a skuḻinn war Béluzis, ners ann Éjipt, hag é lazinn al lôd brâz a dûd eûz a Aleksan̄dria.

16Ha mé a lakai ann tân enn Éjipt; Péluzis a geinô ével eur c’hrég é gwilioud; Aleksan̄dria a vézô gwastet, ha Memfis a vézô en̄krézet bemdez.

17Tûd-iaouan̄k Héliopolis ha Bubast a gouézô dindân ar c’hlézé, hag ar merc’hed a vézô kaset é sklavérez.

18É Tafnis ann deiz a zeûi da véza dû, p’am bézô brévet énô gwalen-roué ann Éjipt, ha pa vézô bévézet enn-hi balc’hded hé galloud; eur goabren a c’hôlôi anézhi, hag he merc’hed a vézô kaset é sklavérez.

19Ha mé a rai va barnédigez enn Éjipt; hag hî a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou.

20Hag enn unnékved bloaz, er miz ken̄ta, er seizved deiz eûz ar mîz, gér ann Aotrou a zeûaz din, ô lavarout:

21Mâb dén, bréac’h Faraon, roué ann Éjipt, em eûz torret; ha né két bét louzaouet évit paréa; ne két bét éréet gan̄t lurellou, na gôlôet gan̄t liénennou, évit pa vézô deûet hé ners d’ézhi, ma hello derc’hel ar c’hlézé.

22Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Chétu mé a zeûi étrézé Faraon, roué ann Éjipt, hag é astorrinn hé vréac’h kré, hag hén̄ torret; hag é likiinn da gouéza ar c’hlézé eûz hé zourn.

23Ha mé a skiñô ann Éjiptianed é-touez ar brôadou, hag a wen̄tô anézhô é-kreiz ar brôiou.

24Ha mé a grévai bréac’h roué Babilon, hag a lakai va c’hlézé enn hé zourn; hag é torrinn bréac’h Faraon, hag hé dûd a c’harmô hag a geinô, pa vézin̄t lazet dira-z-han̄.

25Ha mé a grévai bréac’h roué Babilon, ha bréac’h Faraon a gouézô; hag hî a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou, p’am bézô lékéat va c’hlézé é dourn roué Babilon, ha p’en dévézô hé astennet war vrô ann Éjipt.

26Ha mé a skiñô ann Éjiptianed é-touez ar brôadou, hag a wen̄tô anézhô é kreiz ar brôiou; hag hî a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou. ———— XXXI. PENNAD Ével ma eo bét disman̄tret ann Assiria, é vézô disman̄tret ivé ann Éjipt.

← Levr Yehezkel 29Read In The App, Free →Levr Yehezkel 31 →

Study Levr Yehezkel 30

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142434445464748