Levr Yehezkel 31:14
Dré-zé ann holl wéz, plan̄tet war ann doureier na zavin̄t mui enn hô uc’helder, ha na c’horrôin̄t mui hô bâr dreist hô skourrou ker stan̄k; hag ar ré a vézô douret na choumin̄t két enn hô sâ: râg holl in̄t bét rôet d’ar marô é gwéled ann douar, é-kreiz bugalé ann dûd, gan̄d ar ré a ziskenn er poull.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Deuteronomy 21:21Milliget eo ann hini a gousk gan̄d eul loen-bennâg; hag ann holl bobl a lavarô: Amen.
Psalms 63:9Hôgen hî a glaskô enn-aner va éné, é gwéled ann douar éz ain̄t.
Isaiah 14:15Ha koulskoudé oud bét taolet enn ifern, é gwéled ar poull.
Ezekiel 31:18Out piou oud-dé hén̄vel, té péhini a zô kér brâz ha kenn uc’hel é-touez ar gwéz dudiuz? Chétu oud bét diskennet gan̄d ar gwéz dudiuz é gwéled ann douar; é-kreiz ar ré-zienwadet é kouski, gan̄d ar ré a zô bét lazet gan̄d ar c’hlézé. Ével-sé é vézô Faraon hag hé holl bobl, émé ann Aotrou Doué. ———— XXXII. PENNAD Diougan all diwar-benn ann Éjipt.
Daniel 4:32Holl dûd ann douar a zô dira-z-han̄ ével nétrâ; hag hén̄ a râ hervez hé ioul é-kén̄ver armé ann én̄vou, hag é-kén̄ver ar ré a choum war ann douar; ha n’eûz hini a gémen̄t a énébfé oud hé zourn, hag a lavarfé d’ézhan̄: Pérâg éc’h eûz-té gréat ével-sé?