Levr Yehezkel 31:18
Out piou oud-dé hén̄vel, té péhini a zô kér brâz ha kenn uc’hel é-touez ar gwéz dudiuz? Chétu oud bét diskennet gan̄d ar gwéz dudiuz é gwéled ann douar; é-kreiz ar ré-zienwadet é kouski, gan̄d ar ré a zô bét lazet gan̄d ar c’hlézé. Ével-sé é vézô Faraon hag hé holl bobl, émé ann Aotrou Doué. ———— XXXII. PENNAD Diougan all diwar-benn ann Éjipt.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Jeremiah 9:25Skuḻ da frouden war ar brôadou péré n’hô deûz két da anavézet, ha war ar brovin̄sou péré n’hô deûz két galvet da hanô: râg hî hô deûz débret Jakob, hag hô deûz hé loun̄ket; hé gaset hô deûz da-gét, ha kaset hé akéd da-nétrâ. ———— XI. PENNAD Doué a zifenn da Jérémias na bédô évit Juda hag évit Jéruzalem.
Ezekiel 31:2Mâb dén, lavar da Faraon, roué ann Éjipt, ha d’hé bobl: Out piou oud-dé héñvel enn da vrasder?
Ezekiel 31:16Gan̄t trouz hé disman̄tr em eûz spoun̄tet ar brôadou, pa hé c’hasenn d’ann ifern, gan̄d ar ré a ziskenné er poull; hag ann holl wéz dudiuz ar ré vrasa hag ar ré uc’héla eûz al Liban, péré a oa bét douret, a zô bét dizoaniet é gwéled ann douar.
Ezekiel 32:19É pétra oud-dé kaéroc’h? Diskenn, ha kousk gan̄d ar ré-zienwadet.