Levr Yehezkel 33:24
Mâb dén, ar ré a choum enn dizériou-zé war zouar Israel a gomz hag a lavar: Abraham né oa néméd eunn dén, hag en deûz bét ann douar-man̄ é digouéz: ha nî a zô paot, ha d’éomp-ni eo rôet ann douar-zé é kers.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
23Ha gér ann Aotrou a zeûaz d’in, ô lavarout:
Cross References
Nehemiah 9:8Kavet éc’h eûz hé galoun féal dira-z-oud, hag éc’h eûz gréat kévrédigez gan̄t-han̄, évit rei d’ézhan̄ ha d’hé wenn, brô ar C’hananéed, ann Hétéed, hag ann Amorréed, hag ar Férézéed, hag ar Jébuséed, hag ar C’hergéséed; nag éc’h eûz sévénet da c’heriou, ô véza ma oud gwirion.
Jeremiah 39:10Hag Ismahel a gasaz é sklavérez ar ré eûz ar bobl a choumé é Masfat; merc’hed ar roué, hag ann holl bobl a oa choumet é Masfat, péré a oa bét erbédet gan̄t Nabûzardan, penn ann armé, da C’hodolias, mâb Ahibam; hag Ismahel, mâb Natanias, hô c’héméraz, hag en em lékéaz enn hen̄t évit mon̄d étrézé bugalé Ammon.
Ezekiel 5:3Hag eûz ar ré-zé é kéméri eunn niver bihan, hag é éréi anézhô war véven da van̄tel.
Ezekiel 33:27Lavar ann dra-man̄ d’ézhô: Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Ével ma ounn béô, ar ré a choum enn dizériou a gouézô dindân ar c’hlézé; ar ré a zô er parkeier, a vézô rôet da voéd d’al loéned; hag ar ré a zô er c’hréou hag er c’héviou, a varvô gan̄d ar vosen.
Ezekiel 36:4Râk-sé, ménesiou Israel, sélaouit gér ann Aotrou Doué: Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué d’ar ménésiou, ha d’ar c’hrec’hiennou, d’ar froudou, ha d’ann traon̄iennou, d’ar c’hôz-diez didûd, ha d’ar c’hériou dilézet, péré a zô diboblet ha goapéet gan̄d ar boblou all trô-war-drô.