Levr Yehezkel 33:27
Lavar ann dra-man̄ d’ézhô: Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Ével ma ounn béô, ar ré a choum enn dizériou a gouézô dindân ar c’hlézé; ar ré a zô er parkeier, a vézô rôet da voéd d’al loéned; hag ar ré a zô er c’hréou hag er c’héviou, a varvô gan̄d ar vosen.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
1 Samuel 13:6Hôgen Jonatas a lavaraz d’ann dén-iaouan̄k, hé floc’h: Deûz ha tréménomp bété gward ar ré zienwaded-zé: martézé e stourmô ann Aotrou évid-omp: râk né két diez d’ann Aotrou tréc’hi gan̄t kalz pé gan̄t nébeût.
1 Samuel 23:14Diouc’h al lavar kôz: eûz ar ré fallâgr é teû ar fallagriez: na zavô ket éta va dourn war-n-oud.
Isaiah 2:19Hag hî a iélô é kéviou ar rec’hier, hag é toullou ann douar, a zirâg aoun ann Aotrou, ha gloar hé veûrded, pa zavô évit skei war ann douar.
Jeremiah 41:9Kémer mein brâz enn da zourn, ha kûz-hi er wareg a zô dindân ar vôger brikennou oud dôr Faraon é Tafnis, dirâk tûd Juda;
Jeremiah 44:12Ar brôadou hô deûz klévet da zismégan̄s, ha da urc’hérez en deûz leûniet ar vrô: râg ann hini kré a zô en em daolet war ann hini kré, hag hî hô-daou a zô kouézet.
Ezekiel 5:17Pa gasinn war-n-hoc’h ann naounégez, hag al loéned ar ré grisa évid hô lakaad da vervel; pa dréménô ar vosen hag ar goad dré-z-od, hag é kasinn ar c’hléze war-n-od; mé eo ann Aotrou em eûz komzet. ———— VI. PENNAD Disman̄tr Jéruzalem gan̄d ar c’hlézé, ann naounégez hag ar vosen.