The Bible Software
Levr Yehezkel · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Yehezkel 33

1Ha gér ann Aotrou a zeûaz d’in, ô lavarout:

2Mâb dén, komz out bugalé da bobl, ha lavar d’ézhô: P’am bézô digaset ar c’hlézé war eur vrô, ha pa en dévézô kéméret pobl ar vrô-zé eunn dén eûz ar ré zistera, ha pa en dévézô hé lékéat da c’héder war-n-ézhô;

3Hag ô wélout ar c’hlézé ô ton̄t war ar vrô-zé, mar son gan̄d ar c’horn-boud, ha mar kélenn ar bobl:

4Piou-bennâg a glévô soun ar c’horn-boud, ha na lakai két a évez; mar teû ar c’hlézé war-n-ézhan̄, ha mar d-eo lazet gan̄t-han̄, hé c’hoad a gouézô war hé benn hé-unan.

5Soun ar c’horn-boud en deûz klévet, ha n’en deûz két lékéat a évez; hé c’hoad a gouézô war-n-ézhan̄; hôgen ma laka évéz, é savétei hé éné.

6Mar gwél ar géder ar c’hlézé ô ton̄t, ha ma na son két gan̄d ar c’horn-boud; ma n’en em ziwall két ar bobl, ha mar teû ar c’hlézé d’hô laza; hen̄ a vézô kéméret enn hé fallagriez, hôgen hô c’hoad a c’houlenninn digan̄d dourn ar géder.

7Ha té, mâb dén, da c’héder em eûz da rôet da dî Israel; gériou va génou a zélaoui, hag é rôi da anaout d’ézhô ar péz em bézô lavaret.

8Pa livirinn d’ann dén fallagr: Dén fallagr, mervel, mervel a rî, ma na gomz ket out ann dén fallagr évit ma en em dennô eûz hé hen̄t; ann dén fallagr-zé a varvô enn hé fallagriez, hôgen hé c’hoad a c’houlenninn digan̄d da zourn.

9Hôgen ma lévérez d’ann dén fallagr distrei diouc’h hé hen̄t, ha ma na zistrô két diouc’h hé hen̄t; hén̄ a varvô enn hé fallagriez: hôgen té ez pézô diéûbet da éné.

10Té éta, mâb dén, lavar da dî Israel: Ével-henn é komzit, ô lavarout: Hor fallagriézou hag hor péc’héjou a zô war-n-omp, hag enn-hô é tizéc’homp; pénaoz éta é helfemp-ni béva?

11Lavar d’ézhô: Ével ma ounn béô, émé ann Aotrou Doué, na fell két d’in marô ann dén fallagr, hôgen ma tistrôi ann dén fallagr eûz hé hen̄t, ha ma vévô. Distrôït diouc’h hô kwall hen̄chou: ha pérâg é varvot-hu, tî Israel?

12Té éta, mâb dén, lavar da vugalé da bobl: Gwirionez ann dén gwirion na zieûbô két anézhan̄ é pé zeiz-bennâg ma péc’hô; ha fallagriez ann dén fallagr na rai két a c’haou out-han̄ é pé zeiz-bennâg ma tistrôi diouc’h hé fallagriez: hag ann dén gwirion na hellô két béva enn hé wirionez é pé zeiz-bennâg ma péc’hô.

13Ma lavarann d’ann dén gwirion pénaoz é vévô, hag ô fisiout war hé wirionez, mar grâ fallagriez, hé holl wirionésiou a vézô lékéat é an̄kounac’h, hag hén̄ a varvô hé-unan er fallagriez en dévézô gréat.

14Ha ma lavarann d’ann dén fallagr: Mervel, mervel a rî; mar grâ pinijen eûz hé béc’hed, ha mar gra barnédigez ha gwirionez;

15Mar tistol ann dén fallagr-zé ar gwéstl; mar rô ar péz en dôa skrapet, mar balé é kémennou ar vuez, ha ma né râ nétrâ a fall; béva, béva a rai, ha na varvô két.

16Ann holl béc’héjou en dôa gréat, na vézin̄t két tamallet d’ézhan̄; barnédigez ha gwirionez en deûz gréat; béva, béva a rai.

17Ha bugalé da bobl hô deûz lavaret: Né kéd éeun hen̄t ann Aotrou; hôgen hô hen̄t-hi eo né kéd éeun.

18Rak pa zilézô ann dén gwirion hé wirionez, hag é rai fallagriézou, é varvô enn-hô.

19Ha pa zilézô ann dén fallagr hé fallagriez, hag é rai barnédigez ha gwirionez, é vévô enn-hô.

20Hag é livirit: Né kéd éeun hen̄t ann Aotrou. Tî Israel, mé a varnô pép-hini ac’hanoc’h hervez hé hen̄chou.

21Enn daouzékved bloaz, enn dékved mîz, er pempved deiz eûz ar mîz abaoé hon dizougadur, é teûaz eunn dén a oa bét téc’het diouc’h Jéruzalem d’am c’havout, ô lavarout: Disman̄tret eo ar géar.

22Hôgen dourn ann Aotrou a zeûaz war-n-oun diouc’h ann abardaez, abarz ma teûaz ann hini a oa bét téc’het; hag hen̄ a zigoraz va génou, ken̄t ma teûjé étrézég enn-oun diouc’h ar min̄tin, ha va génou ô véza bét digoret, na daviz mui.

23Ha gér ann Aotrou a zeûaz d’in, ô lavarout:

24Mâb dén, ar ré a choum enn dizériou-zé war zouar Israel a gomz hag a lavar: Abraham né oa néméd eunn dén, hag en deûz bét ann douar-man̄ é digouéz: ha nî a zô paot, ha d’éomp-ni eo rôet ann douar-zé é kers.

25Râk-sé é liviri d’ézhô: Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: C’houi péré a zebr ar c’hîk gan̄d ar goad, hag a zâv hô taoulagad étrézég hoc’h hudurézou, hag a skuḻ ar goad; ha piaoua a réot-hu ann douar-zé é digwéz?

26Savet oc’h bét gan̄d hô klézeier, argarzidigézou hoc’h eûz gréat, pép-hini ac’hanoc’h en deûz gwallet grég hé nésa; hag é piaouot ann douar-zé é digwéz?

27Lavar ann dra-man̄ d’ézhô: Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Ével ma ounn béô, ar ré a choum enn dizériou a gouézô dindân ar c’hlézé; ar ré a zô er parkeier, a vézô rôet da voéd d’al loéned; hag ar ré a zô er c’hréou hag er c’héviou, a varvô gan̄d ar vosen.

28Ha mé a lakai ann douar-zé da véza didûd ha dihen̄t, hag hé ners rôk a vézô kaset-da-gét; ha ménésiou Israel a vézô mantret, ô véza na dréménô mui dén dré-z-hô.

29Hag hî a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou, p’am bézô lékéat hô douar da véza didûd ha dihen̄t, enn abek d’ann holl argarzidigézou hô deûz gréat.

30Ha té, mâb dén, bugalé da bobl péré a gomz diwar da benn a-héd ar muriou, hag é-tâl dôriou hô ziez, a lavar ann eil d’égilé, pep-hini d’hé nésa: Deûit, ha sélaouomp pétrâ eo ar gér a zô deuet diouc’h ann Aotrou.

31Hag hî a zeû étrézég enn-od, ével ma en em stroll eur bobl; hag hî a azez dira-z-od, ével va fobl; hag hî a zélaou da lavariou, ha na sévénon̄t két anézhô; râg hî hô zrô é kanaouennou enn hô génou, hag hô c’haloun a ia da heûl hô fizôni.

32Ha té a zô évit-hô ével eur ganaouen a giniad, a ganeur enn eunn doaré c’houék hag hétuz; hag hî a glev da c’heriou, ha na sévénon̄t két anézhô.

33Ha pa vézô deûet ar péz a zô bét diouganet (ha chétu e teû), neûzé é wézin̄t pénaoz é vézô bét eur profed enn hô zouez. ———— XXXIV. PENNAD Diougan a-éneb ar wall vésérien.

← Levr Yehezkel 32Read In The App, Free →Levr Yehezkel 34 →

Study Levr Yehezkel 33

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142434445464748