Levr Yehezkel 34:10
Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Chétu é teûann va-unan étrézég ar vésérien-zé; mé a glaskô va zropel hag hé dennô eûz hô daouarn, ha mé a virô na baskin̄t mui va zropel, ha n’en em baskô mui ar vésérien hô-unan: ha mé a zieûbo va zrôpel eûz hô génou, ha na vézô mui da voéd d’ézhô;
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
9Râk-sé, mésérien, sélaouit gér ann Aotrou:
Cross References
Psalms 23:5Eunn daol éc’h eûz aozet dira-z-oun, râg énep d’ar ré a heskin ac’hanoun. Lardet éc’h eûz va fenn gan̄d éôl: ha va c’hôp mezvuz, péger kaer eo!
Psalms 102:19O véza m’en deûz sellet eûz a lein hé léac’h san̄tel; sellet en deûz ann Aotrou eûz ann én̄v oud ann douar:
Jeremiah 21:13Gwâ ann hini a zâv hé dî gan̄d direizded, hag hé gamprou gan̄t gwall; hag a vâc’h hé viñoun héb abek, ha na zistol két d’ézhan̄ hé c’hôbr.
Jeremiah 50:31Hôgen er seizved bloaz ha trégon̄t goudé ma oa bét dizouget Joac’hin, roué Juda, enn daouzékved mîz, er pémpved deiz war-n-ugen̄t eûz ar mîz, Évilmérodac’h, roué Babilon, er bloaz ken̄ta eûz hé rén, a assavaz penn Joac’hin, roué Juda, hag a dennaz anézhan̄ eûz a dî ar vâc’h.
Ezekiel 3:20Mar tistrô eunn dén reiz eûz hé reizded, ha mar grâ fallagriez; é likiinn eur méan-fazi dira-z-han̄; hag hen̄ a varvô, ô vésa n’éc’h eûz két rôet da anaout d’ézhan̄ va gér; enn hé béc’hed é varvô, ha na vézô mui a én̄vor eûz ann traou reiz en dévézô gréat; hôgen hé c’hoad a c’houlenninn digan̄d da zourn.