Levr Yehezkel 34:28
Ha na vézin̄t mui da breiz d’ar brôadou, ha loéned ann douar n’hô debrin̄t mui; hôgen hî a choumô énô gan̄d fisian̄s hag héb aoun é-béd.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Jeremiah 46:27Râg goab éc’h eûz gréat eûz a Israel, ével pa vé bét kavet é-touez al laéroun: enn-abek d’ar péz éc’h eûz lavaret enn hé énep, é vézi kaset é sklavérez.
Ezekiel 34:25Ha mé a rai gan̄t-hô eur gévrédigez a béoc’h hag a lakai-da-gét al loéned droug er vrô; hag ar ré a choum enn distrô, a gouskô gan̄t fisian̄s er c’hoajou.
Ezekiel 36:4Râk-sé, ménesiou Israel, sélaouit gér ann Aotrou Doué: Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué d’ar ménésiou, ha d’ar c’hrec’hiennou, d’ar froudou, ha d’ann traon̄iennou, d’ar c’hôz-diez didûd, ha d’ar c’hériou dilézet, péré a zô diboblet ha goapéet gan̄d ar boblou all trô-war-drô.
Ezekiel 39:26Hag hî a zougô ho mézégez, hag ann holl fallagriézou hô deûz gréat em énep, pa choumin̄t enn hô brô hô-unan gan̄t fisian̄s, hag héb aoun râk dén: