Levr Yehezkel 35:12
Ha té a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou, ha pénaoz em eûz klévet ann holl gunuc’hennou éc’h eûz embannet a-enep ménésiou Israel, ô lavarout: Didud in̄t; roet in̄t d’é-omp da loun̄ka.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Psalms 83:12Péré hô deûz lavaret: Kéméromp san̄tuar Doué da zigwéz d’é-omp.
Jeremiah 50:7Ha pa oé gréat eunn difreûz é kéar, ann holl vrézélidi a déc’haz, hag a iéaz er-méaz eûz a géar a-zoug ann nôz, dré hen̄t ar porz a zô étré diou vur, hag a gâs da c’harz ar roué (râg ar C’haldéed a c’hrounné kéar trô-war-drô); hag hî a iéaz-kuît dré ann hen̄t a gâs d’ann distrô.
Ezekiel 35:9Da lakaad a rinn enn eunn distrô peûr-baduz; ha da gériou a vézô didûd; ha c’houi a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou Doué.
Ezekiel 36:2Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: O véza ma en deûz ann énébour lavaret diwar hô penn: Ac’hâ, ar c’hréc’hiennou peûr-baduz a zô bét rôet d’é-omp é digwez: