The Bible Software
Levr Yehezkel · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Yehezkel 35

1Ha gér ann Aotrou a zeûaz d’in, ô lavarout:

2Mab dén, trô da zaoulagad war-zu ménez Seir, ha diougan enn hé énep, ha lavar d’ézhan̄:

3Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Chétu mé a zeû étrézég enn-od, ménez Seir, hag éc’h astenninn va dourn war-n-od, hag az likiinn da véza gwastet ha didûd.

4Diskara a rinn da gériou, ha té a vézô didûd; hag é wézi pénaoz eo mé ann Aotrou.

5O véza ma oud bét eunn énébour peûr-baduz, ha ma oud éat gan̄d ar c’hlézé war-lerc’h bugalé Israel, é amzer hô glac’har, é amzer hô gwasa fallagriez.

6Râk-sé ével ma ounn béô, émé ann Aotrou Doué, mé az rôi d’ar goâd, hag ar gôad a heûliô ac’hanod; hag ô véza ma éc’h eûz kaséet ar goâd, ar goad a heûliô ac’hanod.

7Ha mé a lakai ménez Seir da véza gwastet ha didûd; hag é pellainn diout-han̄ ar ré a iéa hag a zeûé.

8Leûnia a rinn hé vénésiou gan̄d ar ré eûz hé dûd a vézô bét lazet; enn da grec’hiennou, hag enn da draon̄iennou, hag er frouden é kouézin̄t dindân ar c’hlézé.

9Da lakaad a rinn enn eunn distrô peûr-baduz; ha da gériou a vézô didûd; ha c’houi a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou Doué.

10O véza ma éc’h eûz lavaret: Diou vrôad ha diou vrô a vézô d’in, ha da zigwéz em bézô anézhô; pétrâ-bennâg ma édô ann Aotrou énô:

11Râk-sé ével ma ounn béô, émé ann Aotrou Doué, é rinn d’id hervez da vuanégez, hag hervez ann hérez hag ar c’hâs éc’h eûz diskouézet enn hô c’hén̄ver; hag é teûinn da véza brudet enn hô zouez, p’am bézô da varnet.

12Ha té a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou, ha pénaoz em eûz klévet ann holl gunuc’hennou éc’h eûz embannet a-enep ménésiou Israel, ô lavarout: Didud in̄t; roet in̄t d’é-omp da loun̄ka.

13Hô kénou a zô bét savet em énep; gériou balc’h hoc’h eûz lavaret diwar va fenn; ha mé em eûz hé c’hlévet.

14Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Pa vézô ar vrô holl el lévénez, mé az lakai enn eunn distrô.

15Ével ma oud en em laouénéet diwar-benn digwéz tî Israel, ô véza ma eo bét disman̄tret, ével-sé é rinn d’id: disman̄tret é vézi, ménez Seir, hag ann Iduméa holl; hag hî a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou. ———— XXXVI. PENNAD Distrô bugalé Israel enn hô douar.

← Levr Yehezkel 34Read In The App, Free →Levr Yehezkel 36 →

Study Levr Yehezkel 35

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142434445464748