Levr Yehezkel 36:15
Na likiinn mui da glévout enn-od trouz ar brôadou, ha na zougi mui mézégez ar boblou, ha na golli mui da bobl, émé ann Aotrou Doué.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
14Rak-sé na loun̄ki mui ann dûd, ha na lazi mui da bobl, émé ann Aotrou Doué:
16Ha gér ann Aotrou a zeûaz d’in, ô lavarout:
Cross References
Psalms 123:3Râg ann Aotrou na lézô két bépréd gwalen ar béc’herien war zigwéz ar ré reiz, gan̄d aoun na astenfé ar ré reiz hô douarn étrézég ar fallagriez.
Ezekiel 34:29Ha mé a lakai da zével enn-hô eur blan̄ten brudet-brâz; ha na vézin̄t mui skarzet gan̄d ann naounégez war ann douar, ha na zougin̄t mui dismégans ar brôadou.
Ezekiel 38:18Hag enn deiz-zé, é deiz donédigez Gog war zouar Israel, émé ann Aotrou Doué, va buanégez a iélô bétég ar frouden.
Zephaniah 2:8Klevet em eûz kunuc’hennou Moab, ha drouk-prézégou bugalé Ammon, péré hô deûz gwall-aozet va fobl, hag a zô braséet diwar goust hé harzou.
Zephaniah 3:19Chétu mé a lazô enn amzer-zé kémen̄d hini en dévézô da c’hlac’haret: dieûbi a rinn ann hini gamm; hag é strollinn ann hini a oa bét distolet: ha mé hô lakai é meûleûdi, hag é hanô-mad é holl zouar hô mézégez.