Levr Yehezkel 36:20
Hag hî a zô deûet é-touez ar brôadou etrézé péré é oan̄t bét éat, hag hô deûz saotret va hanô san̄tel, pa lavared anézhô: Pobl ann Aotrou eo hen-nez, hag eûz hé zouar in̄t éat-kuît.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Joshua 7:9Ar C’hananéed a glevô kémen̄t-man̄, hag ar ré holl a choum er vrô-man̄; hag oc’h en em zastumi holl, é teûin̄t da gelc’hia ac’hanomp, hag é lamin̄t hon hanô diwar ann douar. Ha pétrâ a ri-dé neûzé évid da hanô brâz?
Daniel 3:15Bréma éta mar d-oc’h daré, er préd ma klévot son ar c’horn-boud, hag ar zutel, hag ann délen, hag ar bombard, hag al liren, ha son ann holl binviou, en em daolit d’ann douar, hag azeûlit ar skeûden em eûz gréat: ha ma na azeûlit két, enn hévélep préd é viot taolet er fourn-vrâz é-kreiz ann tân béô; ha piou eo ann Doué hô tennô eûz va daouarn?