Levr Yehezkel 36:25
Ha mé a skuḻô war-n-hoc’h dour glân, ha c’houi a vézô glanet eûz hoc’h holl saotrou, ha mé hô klanô eûz hoc’h holl idolou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 16:30Enn deiz-zé eo é vézô gréat hô tic’haouidigez, ha glanidigez hoc’h holl béc’héjou; dirâg ann Aotrou é viot glanet;
Numbers 19:13Piou-bennâg en dévézô stoket out korf-marô eunn dén, ha na vézô két bét sparfet gan̄d ar c’hemmesk-zé, hen-nez a zaotrô tabernakl ann Aotrou, hag é tizeriô eûz a-greiz Israel; dic’hlan é vézô, ô véza n’eo két bét glanet gan̄d dour ann dic’haouidigez, hag hé hudurnez a choumô war-n-ézhan̄.
Psalms 51:7Va doura a rî gan̄t sikadez, hag é vézinn glanet; va gwalc’hi a rî, hag é vézinn gwennoc’h égéd ann erc’h.
Proverbs 30:12Eur wenn zô hag a zô glân war hé ménô, ha péhini koulskoudé né két bét gwalc’het eûz hé nammou.
Isaiah 4:4Goudé ma en dévézô ann Aotrou glanet saotrou merc’hed Sion, ha gwalc’het ar goad a zô enn hé c’hreiz, gan̄d eur spéred a reizded, hag eur spéred a véôder.
Isaiah 52:15Chétu é teûi tûd da choum enn-od, ha na oan̄t két gan-én̄; hag ar ré a ioa divrôidi évid-od, en em unvanô gan-éz.