Niveroù 19:13
Piou-bennâg en dévézô stoket out korf-marô eunn dén, ha na vézô két bét sparfet gan̄d ar c’hemmesk-zé, hen-nez a zaotrô tabernakl ann Aotrou, hag é tizeriô eûz a-greiz Israel; dic’hlan é vézô, ô véza n’eo két bét glanet gan̄d dour ann dic’haouidigez, hag hé hudurnez a choumô war-n-ézhan̄.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 5:3Ha ma en deûz lékéad hé zourn war eunn dra-bennâg a louz eûz ann dén, hervez kémen̄t lousdoni gan̄t péré é hell béza saotret; goudé béza hé an̄kounac’héat, mar teû pelloc’h d’hé anaout, é vézô dindân ar fazi.
Leviticus 5:17Mar pec’h eunn dén dré ziwiziégez, ha mar gra eunn dra-bennâg berzet gan̄t lézen ann Aotrou, hag ô véza kabluz eûz ar fazi-zé, éc’h anavez hé fallagriez,
Leviticus 15:31Deski a réod éta da vugalé Israel en em virout diouc’h ann dic’hlanded, évit na varvin̄t két enn hô saotrou, goudé béza mastaret va zabernakl a vézô enn hô c’hreiz.
Leviticus 22:3Lavar d’ézhô ha d’hô nésted: Piou-bennâg eûz hô kwenn, ô véza eur saotr enn-han̄, a dôstai oud ann traou sakr hag a zô bét kenniget d’ann Aotrou gan̄d bugalé Israel, a varvô dirâg ann Aotrou. Mé eo ann Aotrou.
Numbers 8:7Hervez al lîd-man̄: gan̄d dour glanérez é sparfi anézhô, hag hî a douzô holl vléô hô c’horf. Ha goudé m’hô dévézô gwalc’het hô diḻad, ha m’hô dévézô en em c’hlanet,
Numbers 15:30Hôgen ann hini en dévézô gréat eur péc’hed-bennâg dré rogoni, kenn ar brôad, kenn ann diavésiad, a vézô kaset-da-gét eûz a greiz hé bobl, ô véza ma eo en em zavet a-éneb ann Aotrou;