Levr Yehezkel 36:31
Ha don̄d a rai koun d’é-hoc’h neûzé eûz hô kwall hen̄chou, hag eûz hô troug-ôberiou; hag hô fallagriézou, hag hô kwallou a zisplijô d’é-hoc’h.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 26:39Mar choum c’hoaz eur ré-bennâg anézhô, é tizéc’hin̄t enn hô fallagriézou é douar hô énébourien, hag é vézin̄t glac’haret enn abek da béc’héjou hô zâdou ha d’hô ré hô-unan;
Nehemiah 9:26Hôgen hî hô deûz da lékéat da von̄t drouk enn-oud; pelléet in̄t diouz-id; ha taolet eo gan̄t-hô da lézen adré hô c’hein; lazet hô deûz da broféded, péré hô fedé stard da zistrei ouz-hoc’h; hag hô deûz gréat touadellou brâz.
Isaiah 6:5Neuzé é liviriz: Gwâ mé, ô véza ma ounn tavet, ô véza ma ounn eunn dén hag a zô saotret hé vuzellou, ha ma choumann é-kreiz eur bobl hag a zô ivé saotret hé vuzellou, hag em eûz gwélet ar Roué, Aotrou ann arméou, gan̄t va daoulagad va-unan.
Jeremiah 31:18Té a râ trugarez é-kén̄ver meur a vîl, hag a zistol fallagriez ann tadou é askré ho bugalé hô goudé. Té a zô kré, brâz ha galloudek: Aotrou ann arméou eo da hanô.
Ezekiel 16:61Neûzé é teûzi da goun d’id eûz da hen̄chou, hag é vézi mézékéet, pa zigéméri gan-éz da c’hoarézed gôsa, gan̄d ar ré iaouan̄ka; ha mé hô rôi da verc’hed d’id, ha nann dré da gévrédigez da-unan,
Ezekiel 21:17Mé ivé a stokô va daouarn ann eil enn égilé, hag a leûniô va buanégez. Mé eo ann Aotrou em eûz komzet.