Levr Yehezkel 36:35
É livirin̄t: Ann douar fraost-zé a zô deûet ével eul liors dudiuz; ar c’hérioû didûd, ha dilézet, ha gwastet, a zô deûet da véza kré.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Psalms 58:11Hag ann dén a lavarô: Mar béz évit-gwîr frouez évid ann dén reiz: éz eûz évit-gwîr eunn Doué hag a varn anézhô war ann douar. ———— LVIII. PSALM. Évid ann divez, na zispenn két ac’hanoun. David en deûz lékéat ar skrîd-man̄ da en̄vor, pa gasaz Saul tûd évit miroud hé dî, hag évid hé laza.
Psalms 126:2Râk labour da zaouarn é tebri; gwenvidig oud; hag ervâd é vézô d’id.
Isaiah 62:4Adaleg ar penn-ken̄ta ann dûd n’hô deûz két klevet, ar skouarn n’é deûz két sélaouet, al lagad n’en deûz két gwélet, néméd-od, ô Doué, ar péz éc’h eûz aozet évid ar ré a c’hortoz ac’hanod.
Jeremiah 33:9Ha n’hon eûz két savet a diez évit choum enn-hô, ha n’hon eûz bét d’é-omp na gwini, na parkou, nag éd:
Ezekiel 37:13Ha c’houi a wézô, va fobl, pénaoz eo mé ann Aotrou, p’am bézô digoret hô pésiou, ha p’am bézô hô tennet eûz hô pésiou,