Levr Yehezkel 37:12
Râk-sé diougan, ha lavar d’ézhô: Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Chétu mé, va fobl, a zigorô hô pésiou, hô tenna a rinn eûz hô pésiou, hag é tigasinn ac’hanoc’h é douar Israel.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Job 35:14Ha pa éc’h eûz lavaret: Na laka kéd a évez; barn da-unan dira-z-han̄, ha gortoz-hén̄.
Isaiah 26:19Kerken̄t ha ma teûi, hô kasô gan̄t-hi: râg hî a dréménô diouc’h ar min̄tin, hag a gerzô nôz-deiz; hag ar c’hlac’har hép-kén a rôi ar poell eûz ar péz a glévit.
Ezekiel 28:25Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: P’am bézô strollet tî Israel eûz a vesk ar boblou é-touez péré em eûz hô skiñet, é vézinn san̄télet enn-hô dirâg ar brôadou; hag hî a choumô enn hô douar, em bôa rôet da Jakob, va zervicher.
Ezekiel 37:21Hag é liviri d’ézhô: Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Chétu mé a gémérô bugalé Israel eûz a greiz ar brôadou étrezé péré é oan̄t éat; ha mé hô strollô a bép-tû, hag hô digasô enn hô brô hô-unan.
Hosea 6:2Ha na lavaren̄t két enn hô c’halounou pénaoz é teû koun d’in eûz hô holl zrougiez: râk bréma hô gwall ôberiou a zô war hô zrô: dirâk va dremm in̄t gréat.