Levr Yehezkel 37:21
Hag é liviri d’ézhô: Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Chétu mé a gémérô bugalé Israel eûz a greiz ar brôadou étrezé péré é oan̄t éat; ha mé hô strollô a bép-tû, hag hô digasô enn hô brô hô-unan.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
20Hag ann tammou koat war béré éz pézô skrivet a vézô enn da zourn dira-z-hô.
Cross References
Isaiah 27:12Hag é vézô rôet al levr da eunn dén ha na oar két lenna; hag é vézô lavaret dézhan̄: Lenn; hag hén̄ a lavarô: Na ouzonn két lenna.
Isaiah 49:12Mé, mé va-unan eo a zizoaniô ac’hanoc’h: piou oud-dé évit m’az pé aoun rag eunn dén marvuz, râk mab ann dén a zizéc’hô ével ar géot?
Jeremiah 23:3Neûzé ann Aotrou a lavaraz d’in: Pétrâ a wélez-té, Jérémias? Ha mé a lavaraz: Fiez; fiez mâd, eûz ar ré wella, ha fiez fall, gwall fall; na ha helleur két hô dibri, ker fall in̄t.
Jeremiah 29:14Ar ré holl az karé hô deûz da anavézet, ha na glaskon̄t mui ac’hanod; ével eunn énébour em eûz skôet gan-éz, gan̄t krizder em eûz da gastizet, enn abek d’al lôd brâz eûz da fallagriézou, ha d’as kaléder er péc’héd.
Jeremiah 30:10Brôadou, sélaouit gér ann Aotrou, hag embannit-hen̄ enn énézi ar ré bella, ha livirit: Ann hini en deûz skiñet Israel, a strollô anézhan̄: hag hén̄ a ziwallô anézhan̄ ével ma tiwall eur méser hé zén̄ved.